Elfenn skritur, lizherenn, sifrenn, h.a. Pa vez luniek, dornskrivet, moulet h.a., e reer anv eus arouezenn . An nod zo rezhienn stlennegel, enboneget, an arouezenn. Endra dalvez an arouezennoù da reiñ furm d'al lavar, ez eo an nodoù elfennoù-diazez an aregoù.
Talvout a ra an nodoù pe da zougen stlenn, e rezh bitoù lazek, pe evel araez en arc'hwelerezh ar reizhiad stlennegel (nodoù mavek).
1 Elfenn skritur (Moulerezh, Stlenneg, h.a.). 2 Elfenn, merk, tres piaouel d'un dra. 3 Hollad an doareoù piaouel d'un den : tuedoù e gantaezelezh hag e gefredelezh, plegoù realezh en e vuhez prevez hag er gedvuhez, hanren e noa, h.a. (sl. caractères sexuels).
Nod estreget an nodoù arc'hañ hag o rezhiennañ un arouezenn. En o zouez :
~ an nod lizherenn(el) (caractère alphabétique ◊ alphabetical character) ;
~ an nod lizhersifrennel (caractère alphanumérique ◊ alphanumeric character) ;
~ an nod sifrenn(el) (caractère numérique ◊ numerical character) ;
~ an nodoù arbennik (caractères spéciaux ◊ special characters), anezho elfennoù estreget lizherenn, sifrenn pe esaouenn.
Seurtad skriverez kennasket ouzh un urzhiataer. Emañ an arouezennoù engravet war ur voull pe ur rod helam.