Furm deveret eus ar boelloniezh klasel, na gemer ket sol ken war erganadoù ar prezeg boutin, met war ur bodad aksiomennoù dibabet ent tidek, endalc'het hepken da vezañ kempoell kenetrezo. E se, hervez an dibab, e c'haller savelañ lies poelloniezh, pep hini oc'h amparañ ur reizhiad darbenn-dezren dibarek.
Boneg oc'h ober war un dro gant kouneiadoù ha naoudioù da rezhiennañ ennegoù.
Areg gouleviñ oc'h ober gant un notadur arouezioù da verkañ ar gwezhiadennoù da erounit hag ar roadennoù desellet.
Mod gouleviñ ma ergrafer ha ma skriver ar goulevioù en un areg arouezel da venegiñ an niñvuzennoù hag ar c'hevreizhennoù.