Emlakadur dibabet alies gant ar vugale galonnaouedek.
Astennidigezh ar meud troad hag, anarstal, ar bizied troad all da heul ur gentrigadenn ouzh parzh diavaez ar sol troad, azonus d'un anaf er stirad pikernennek.
Rikladur ezreol war dreuz a c'haller goulankañ d'an troad, erzerc'had un trec'houllo e kenvell an ufern diwar un torr, un disvellad pe ur weadenn.
E seizi trobarzhel an dremm, fiñv krec'hduañ hag eztuañ ar voull lagad pa striv ar gouziviad da serriñ ar valvenn grec'h seizet (fiñv bonan kuzhet gant ar valvenn serret).
Bit dibarek, savlec'hiet peurliesañ e penn kleiz ur maez, o spizañ arouez ar stlenn bezant er maez.
Er mavigamm a-wrizienn, ar gouziviad o vezañ gourvezet war e gein, pleget e vorzhed a-serzh, e vez laurus an nesaerezh ha dilaur ar pellaerezh.
Pa stanker ur fic'h talmerenn-gwazhienn dre bouezañ warnañ a-ziavaez, e c'horreka ar poulz, e vuia ar gwask diastolel, e leia ar c'has sistolel, anadenn na c'hoarvez nemet pa vez ur fic'h a gavnez bras etre div wazhiedenn dev.
Skeudenn skinluniñ ur vronkezenn e rezh ur roudenn sklaer a-dreuz d'un demerenn, o testiñ emañ an demerenn e-barzh parenkim ar skevent.
Bezañs lin e rezh ur rodenn velen en dro d'al laezh dastumet war un telt, oc'h azonañ ar bronnfo.
Mabusvoll berrbad a orin bredel, a-geñver gant an enkrez pe gant stadoù kleñvedel (psikozioù, darfell).
Argrezadenn verrbad penn uhelañ kigenn gelc'hennek ar genoù hag ar gigenn drompilher pa giziataer barroù gen-boc'h nervenn an dremm (adreuz d'ar parzhioù meizh e kreiz ul linenn treset eus freilh an divweuz da flipezenn ar skouarn), test an usvroudadusted kaherel a seller evel naouus d'an detaniezh.
Koll treuzwelusted talmerennoù al luc'hsae oc'h ober dezho kuzhat ar gwazhiennoù el lec'hioù ma kroaziont, arverk arterioskleroz.
Skinlun o tiskouez un eil bevenn e-kichen bevenn reol ur parzh organ.
War ar c'hahervarrwezad, anadiñ gwagennoù daouek o c'hoarvezout eus ur wagenn eeun a neuz vonan arreet, erzerc'had eus an detaniezh.
Laur grizias a laka da youc'hal ar c'houziviadez a deutaer he c'hleuz youlc'h-krozh, erzerc'had ar freg eus ur vrazezded ezkrozhel (sl. cul-de-sac vaginorectal).
Neuz skinlun eus roufennoù glaourgenn ar stomok oc'h anadiñ pa vez ur c'hankr : war ar c'hrommadur ragenep d'an anaf e noter un angrizadenn bad heñvel ouzh ur poulounez spilhennet, oc'h erzerc'haat peurliesañ un ensiladur hanweek.
Arouez an uslaosk eus pourc'had ar c'henvell gant ar magadelled kenttuet da zisvellad al lez : ar bugel en e c'hourvez, e verra e ezel traoñ p'en bounter war grec'h, a-wechoù war lerc'h un diskrog bihan.
Bec'h o tiskenn gant an diri, ragazon eus digenurzh ar fiñvoù, o reiñ tro da zeznaouiñ an tabez.
Diskalfañ ar bizied treid pa lakaer ledseizidi 'zo d'ober fiñvoù pebeilat astenn ha plegañ ar c'hef war al lestr.
Arouez eus enankañ an erload, hemañ o virout ouzh an daou viz ebarzhet dre ar gouin a ziraez talbenn araok an askorn kroazell.
Lijorenn sklaer a-dreñv an aortenn a-sevel ha dindan forc'h ar vriant stadet war ar skinlunioù tennet a-veskell diaraok kleiz, arouez ar c'halonnaouedoù ganedigel gant isteñv pe ezvezañs kef ar skevent.
Azon torliñv : gant an dorn harp ouzh an eil stlez e verzher ar c'hiziata graet ouzh egile.
Astos ouzh an teuta eus un dolzenn (an avu, ar felc'h, ur yoc'henn) war neuñv e-barzh un hogennad torliñvenn (sl. choc en retour).
Gorren-gouzizañ ar valvenn grec'h ankedalek diouzh loc'hadoù ar voull lagad, anadenn a stader gant ar pennsac'h bourbellus (sl. Basedow : maladie de —).
1 Mabusvoll e tu an anaf pa vez ur fennad enklopennel. 2 En tifoid, steuz trommded an avu pa vez un toraezhad diwar dreloezadur ar pervez.
Mierwezh ar mab lagad ouzh ar gouloù : mabisvoll dibad heuliet gant ur mabusvoll ezreol, arouez an nervennfo gweledel.
Leiadur diac'hinek treuzkiz diaz ar brusk da geñver an enanalañ, stadet er bronkezskeventad stevius.
Kefleuñvad renet war-benn dinoiñ gouseizi leiek un ezel traoñ : ar gouziviad o vezañ er rakgourvez, pleget a-skouer e zaoulin e doare m'emañ e zivc'har a-zerc'h, e c'houziz hag e kouezh war ar gwele ar c'har e tu ar gouseizi.
Uslivegadegezh ar malvennoù a stader gant 20 % eus gouziviaded kleñved Basedow.
Diaester evit kemer ur follenn baper etre ar meud hag ar biz yod dre benn gouseizi kigenn nesaer ar meud pa vez tizhet an nervenn a-helmo.
Uc'heraez ar gwiadoù don ; da skouer, e sav laur kriz er voz pa droer an alc'houez en ur botailh ; an arouez eo eus deroù an tripanosomiaz denel pe gleñved ar c'housk.
Dic'halluster da beurastenn ar c'har pa vezer azezet, oc'h erzerc'haat ar pilhonfo empenn-livenn.
Bronduenn linennek a-dreuz e pleg an ilin a stader goude an torr eus penn izelañ ar paler hag an dilec'hiadur war raok eus an tamm uhelañ ; devoudet eo gant kreuad haenoù donañ ar c'hroc'hen ouzh ribl lemm an askorn torret.
Ragazon ar ruzell e rezh brizhennoù ruz, en o c'hreiz ur pik gwenn azglas, arront ha balirek, oc'h anadiñ war dalbenn diabarzh an divvoc'h daou pe dri devezh a-raok an dispuilhad hag o steuziañ a-benn tri devezh.
Laur en argreuzenn o saezhenniñ war grec'h, oc'h anadiñ pa stou ar gouziviad war raok, da skouer evit lasañ e votez, arouez un avelenn c'hremel (sl. hernie).
Un amwask arloet ouzh ar vrec'h da astaliñ an amred gwazhiennel hepken a ra d'ar c'horrwazhied fregañ ha da fennigoù anadiñ, niver ar re-mañ o vezañ andalad breskted ar c'horrwazhied (sl. capillarodynamomètre).
Laur en argreuzenn, dindan an trebez pe er skoaz a stader a-wechoù pa vez ur gwadliñv en ampelenn ha pa sav ar fennad gwad betek ar gelc'hspeurenn.
Dre blegañ ar vorzhed war al lestr en ur zerc'hel ar c'har war astenn ez azlañser pe e c'hriziezer ul laur kriz er feskenn, kefleuñvad o hilgenniñ an nervenn hag o tiskuilhañ bezañs un nervost a-goazez.
(a-zave da Lazar, bet dasorc'het gant Jezuz) fiñvoù berr a orin melel o tarvezout er stad a varvempenn goude paouez ar gwenterezh kalvezadel.
Dispuilhad gwenaennoù soavredel niverus gant un henad, a erzerc'hafe ur c'hankr lec'hiet don.
Arouez a 'r pugnez endan-vegin war zedro enbruskel : e diaz ar brusk e stader un tachad tromm ouzh ar c'hiziata, didrouz ouzh ar selaouennañ, rannet rik diouzh an tachad reol ma klever sourr an anal.
Anglevad un diskarg tredan o tiskenn a-hed al livenn gein hag an izili traoñ pa stouer ar penn, arouez stadet e-kerz ar skleroz strewek ha sklerozioù strollet ar mel.
Laur devoudet, e grouanegezh al lounezh, dre hejañ al lounezh gant un dorn sanket en ank kestad-dargreiz.
Arouez torr an trovaleg bihan : dic'halloud ar gouziviad azezet da c'horren an ezel traoñ endra c'hell e ober pa vez gourvezet a-gein, dre ma vez neuze kigenn eeun ar vorzhed ha stenner ar faskienn ledan oc'h amsaviñ ar gigenn a-loan dizenlenet.
Arouez abred eus gwazhiennfo an izili traoñ goude ar gwilioud, anezhi buanaat ar poulz a zeiz da zeiz (poulz war bign, Gl. pouls grimpant).
Kleuzded ar palv oc'h anadiñ e lakadur an dorn en un dalenn azerc'h hag asaezh, ezreolded pe tantek ha padek, pe o c'hoarvezout pa vez diskalfet ent oberiat pe gouzañvat ar bizied, test neuze d'un tizhad pikernennek.
Arvez eus ar c'halonvarrwezad naouus dre gevreted ur wagenn S er 1añ amdreugad hag ur wagenn Q (e ser ur wagenn T tuginet) en 3e amdreugad, oc'h erzerc'haat dehoudroadur ar galon diouzh he ahel diahed, a stader e degouezh ar galon skeventien henek (sl. coeur pulmonaire).
Ar glin o vezañ pleget, e c'houlanker loc'hadoù c'hwelañ, nesaat ha pellaat ouzh ar c'har hag an troad, hep pe gant astenn gorrek a 'r c'har ; ur stlakad merzhet e par diabarzh ketal ar c'henvell zo anezhañ arouez un anaf e korn adreñv kreskenn ar glin.
Laur lemm devoudet gant argrezad ar gigenn loan-klun kentre ma pouezer war boent McBurney, arouez an divilhennfo henek.