Kleñved hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, naouus ent neuziadurel dre un nervennfo entremezel a 'n nervennoù trobarzh gant usteñv feur Schwann ha darallad ar mielin ; ent klinikel dre ur seizi gant ur c'haheristeñv o tizhout an eizhaennoù, kahergrehadoù, distummadur an treid (treid kleuz), treuzrakwar, steuz an damougoù, iseraez, usvent an nervennoù trobarzh ha gorrekaat an nervren enno ; deraouiñ a ra an anaez er vugeliezh, dre an izili traoñ, ha dedreiñ gorrek kenan ; div furm anezhañ a ziforc'her, deanvet rizh Dejerine-Sottas ha rizh Pierre Marie ; deskrivet ez eus bet ivez furmoù gant treuzkas aotozomek enkilek, dibaot, kentratoc'h o deroù, herrekoc'h ha rustoc'h o dedro.
Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.
NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl. paralysie, Sz. paralysis, Al. Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br. seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl. syphilis).