Bec'h o kas da benn fiñvadoù diarvenn antrazeat, eleze na angorzhont ket traezoù, argelel (sin ar groaz, salud soudard), pe darvanel (ober van da sankañ un tach, da c'hoari violoñs).
A-zivout ar fiñvadoù diarvenn antrazeat, eleze na angorzhont ket traezoù, argelek (ober sin ar groaz), pe darvanek (ober van da c'hoari violoñs) (sl. apraxie idéomotrice).
Meur a gemeradur zo d’an termen-mañ :
A) Ent ledan, argelañ, er bredelfennerezh, zo derc’hennañ ameeun ur c’heal, ur c’henniñv, ur c’hoant diemouez ; er c’hemeradur-mañ, ez eus un argel eus pep furmadur erlec’hiad.
B) Ent strizh, an argelañ zo ur mod derc’hennañ dezverket dre ar c’heñver stabil etre an argel hag an argeled diemouez, stabilded gwiriet n’eo ket hepken e par an hinienn, hogen e par ar strollennoù, kenelioù, sevenadurioù pe an denelezh a-bezh.