Falladur o c'hoarvezout goude ragazonoù.
Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.
Anaez dic'henezhadel hêrezhel o teraouiñ peurliesañ en oad kentañ, naouus ent klinikel dre wanidigezh argammedek hag isteñv anat pe get strolloù kigennoù loet a-gemparzh, ar re gentañ tizhet o vezañ kigennoù gwrizienn an izili, ent neuziadurel dre anafoù kantet er gwiad kaher hep darallad naouadus en nerveg kreiz pe drobarzh ; deskrivet ez eus bet lies furm hervez lec'h deroù an isteñv : rizh gaouusteñvel Duchesne (Gl. type pseudohyper-trophique de Duchesne, an hini paotañ ha grevusañ (sl. paralysie ou myopathie pseudohypertrophique), ar rizh Leyden-Moebius (sl. Leyden-Moebius : myopathie de ∼ ), rizh fas-skoaz-brec'h Landouzy-Déjerine, rizh yaouerel Erb, rizh Gowers pe miopatiezh an eizhaennoù (Gl. myopathie distale), h.a..
NOTENN : Lezet 'm eus an anvad miopatiezh war ar c'hahernaoued kentael argammedek en askont da dalvoud istorel an termen roet d'ar furm gentañ dizoloet eus ar c'hleñved.
Azoniad a stader e-kerz ar skleroz kostezel kaheristeñvus, al louetvelfo araok henek, ar poreadoù diwar viruz nervgerc'h, ouzh e ober ur seizi liesel gant isteñv kigennoù an divweuz, an teod, ar ouel-stavn, ar c'harloc'henn, ar c'hargadenn, o tedreiñ d'ar marv dindan 2 pe 3 bloaz dre astenn an tizhadoù da nervgreizennoù an analañ hag ar galon, oc'h erzerc'haat anafoù gronnoù loc'hañ lodenn izelañ an hirvel.