Argerzh dezrannañ o c'hoarvezout, pa engwezhier un arload, a zigenaozañ ar c'heweriad etre lankadoù kevredet outo molladoù a zeskriver ent furmel o roadennoù, o arc'hwelerezh hag o disoc'h.
Ec'honad aezhenn endalc'het gant ar skevent e dibenn un enanalad reol, par eo enta da sammad an ec'honad mir ec'hanalañ hag an ec'honad dilerc'h.
Miarc'hwel kelc'hstrishaer traoñ an treizher : ustant er paouez hag angad da geñver al lonkañ, o tevoudañ gant an amzer ar brelonk hag usvoll an treizher ; ar strafuilh orin ned eo ket an andag, met ezvezañs an erwezh erluskañ reol e-ser al lonkañ e daoufarzh traoñ an treizher (sl. achalasie).
Erspizañ ar c'heñverioù arc'hwelel etre lodennoù ur reizhiad keweriañ ar stlenn.
Dehentadur ezreol a 'r wagenn vroudañ e-barzh kaher ar c'hofig, stadet dre ar c'halonvarrwezañ, anadenn dibad peurliesañ.
Teskad an imbourc'hioù bevoniel o titouriñ stad an avu : dezventañ ar gwadvec'h bilirubin, fosfatazoù alkaliek, aminotransferazoù ALAT hag ASAT, gamma-glutamil-transferaz, tredannizhañ protidoù ar gwadveiz, muzuliañ amzer Quick, h.a.
Teskad an imbourc'hioù o studiañ ar gwenterezh (gwentwezañ, analventañ) hag an eskemmoù aezhel e par ar skevent.
Teskad an imbourc'hioù amkanet da zitouriñ arc'hwelerezh ar gwagrennoù us-lounezh : dezventañ an ACTH er plasma, ar c'hortizol er gwad hag en troazh, an aldosteron hag ar c'hatekolaminoù, prouadoù kentraouiñ dre an tetrakozaktid pe ar metopiron hag astaliñ dre an deksametazon.
1 En araez da arc'hwelañ pe da gemer perzh en un arc'hwel, sk. : hemoglobin arc'hwelek. 2 A-zave d'un arc'hwel ; strafuilh arc'hwelel a reer eus un erzerc'had ezreol, kuñv hag eiltroüs peurliesañ, diwar un direizh e gwerederezh un organ hep anaf dinoadus ; a-gevenep e reer anv a strafuilh organel pa anataer un darallad neuziadurel (sl. anorganique, organique).
Azoniad koazhadel henek stadet paot er broioù diorreet, anezhañ un teskad strafuilhoù ec'hanaf diseurt : poan gof, stambouc'h, darc'hoal ha goustivadur pebeilat, oc'h anadiñ en holl oadoù hag o padout bloavezhioù.
Anadenn dizoloet e 1909 gant Herbert Silberer er stadoù enkousk ha da c’houde en hunvre : an treuzlakadur e stumm skeudennoù, n’eo ket eus endalc’hed an dezevout, hogen eus an arc’hwelerezh gweredel anezhañ.
Er stadoù enkousk e wel Silberer ur gantouezadenn vrientek o reiñ tu da arselliñ ganedigezh an argeloù (anvet gantañ anadenn “aotosimbolek”, argeldarzh). Kemm a laka etre tri seurt anadennoù : an anadenn danvezel, oc’h argelañ ergorenn an dezevout ; an anadenn arc’hwelel, o terc’hennañ arc’hwelerezh gweredel an dezevout, an herregezh pe ar c’horregezh, ar berzh-mat pe an droukverzh anezhañ ; an anadenn greudel, oc’h argelañ al louc’hadoù korf. Silberer a soñj e talvez an diforc’hadur-se evit kement erzerc’had ma kaver argeloù, evit an hunvre da skouer. O lezel gant an anadenn danvezel an argelerezh eus ergorennoù an dezevout hag an derc’hañ hepken, e renk en anadenn arc’hwelel kement argeladur ’zo eus “stad, oberiezh, luniadur ar bred (Psyche)”. Ar c’hantaezadoù, an tuedoù, ar mennadoù, ar c’hemplezhioù, ar “parzhioù eus an ene” (ar garez pergen) a vez troet dre argeloù, alies personelaet. An “dramaelaat” eus an hunvre eo arvez splannañ an anadenn arc’hwelel. E berr, an argeloù a zever nebeutoc’h eus an ergorennoù eget eus doareoù gweredel an ergorañ.
A-du-rall ez arlaka Silberer ez eus en argeladurezh, en hunvre peurgetket, un tuadur da dremen eus an danvezel d’an arc’hwelel, un tuadur d’an hollekaat, ma troer “diwar nep dodenn dibarek war-du hollad an dodennoù heñvel dre o c’hantaezad pe, evel ma c’haller lavarout c’hoazh, war-du ar rizhenn vredel eus ar buhezad e kaoz”. Da skouer, un draezenn hir oc’h argelañ ur c’hastr da gentañ a zeuy da vezañ (dre un treug difetisaat) an arouez eus santad hollek ar galloud. An argelañ a gemerfe enta dioutañ e-unan un durc’hadur a zeufe an dieulañ anagogek d’e nerzhañ da c’houde (sl. ANAGOGIQUE).
Freud a anavezas talvoudegezh degasadenn Silberer, nemet ne zarbennas ket an hollekadur a venne da Silberer ober anezhi. Evitañ, lakaet er-maez nemedennoù, e c’haller bepred displegañ an arc’hwelel dre an danvezel. A-c’hin edo degerzh Freud da hini Silberer.
Loadur ur c'henvell e degouezh un diloc'hekadur hirbad a zevoud an andrafted an nebeutañ diaezus evit ar gouziviad.
Teskad an hentennoù o amkan gwellaat pe gempouezañ un namm loc'hadel pe arc'hwelel.
Diskiblezh vezegel kaougantet gant un testeni studi arbennik, ensavet e Frañs e 1965 evit kemer lec'h ar vezekniezh fizikel.
Goulun o terc'hennañ ur reizhiad e rezh gwidennadur an arc'hwelioù erounezet gantañ.
Sl. [bloc diagramme, kenster]
Sourr sistolek klevadus en ur poent diforzh eus ar gorread argalonel, gant ur gouzrec'h hep ezreolder kalon ebet.
Strafuilh an tant kaherel diwar arreata an hevelep fiñvoù, evel glaz ar skrivagnerion, ar bianoourion, ar c'horollerezed.
Framm elfennel amkanet da ensammañ ar glañvourion gant ur bare arouelañ pe galvezvezegel, hennadet diwar-bouez o c'hefridioù hag aozadurioù (sl. centre hospitalier, service, hôpital).