Preder
aorteAORTAaortenn b. ― Geriadur ar gorfadurezh
aorte à droiteright aortic archgwareg b. aortenn a-zehou ― Geriadur ar vezekniezh

Kammneuziad eus gwareg an aortenn, ouzh he dilec'hiañ a-zehou.

aorte abdominaleAORTA ABDOMINALISaortenn b. gof. ― Geriadur ar gorfadurezh
aorte ascendanteAORTA ASCENDENSaortenn b. a-sevel. ― Geriadur ar gorfadurezh
aorte plicaturée, pseudo-coarctationkinking of the aorta, buckling of the aortakilwe g. an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Ezreolder an aortenn vrusk, raksachet ar strizh anezhi gant ar stagell dalmerel re verr ; dre benn hevelep gwariadur ez a an aortenn en argein war dreñv, o kaout er skinluniñ neuz ur goudag.

aorte thoraciqueAORTA THORACICAaortenn b. vrusk. ― Geriadur ar gorfadurezh
aorte thoracique descendanteAORTA DESCENDENSaortenn b. a-ziskenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
aortomyoplastieaortomyoplastykaheratelviñ an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Gwezh surjianel o c'hoarvezout a amlennañ an aortenn a-sevel pe a-ziskenn e-barzh kigenn ledanañ ar c'hein evit ma c'houlankfe houmañ, tredanfraouaet, argrezadoù da geñver an diastoloù ; ur mod amredeilañ a embreger ouzh ar skorted kalon grevus.

aortoplastieaortoplastyatelviñ an aortenn, aortennatelviñ ― Geriadur ar vezekniezh

Gwazhiedatelviñ gwezhiet war an aortenn (sl.  angioplastie).

aortotomieaortotomyenbenañ an aortenn, aortennenbenañ ― Geriadur ar vezekniezh

Digeriñ ent surjianel an aortenn.

arche de l'aorte, crosse de l'aorteaortic archgwareg b. an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Kentañ parzh an aortenn etre ar c'hofig kleiz hag ar pevare mellenn vrusk.

artères œsophagiennesRAMI OESOPHAGEI (AORTA THORACICA)barroù l.(g.) d'an treizher eus an aortenn vrusk. ― Geriadur ar gorfadurezh
artères œsophagiennes moyennesRAMI OESOPHAGEI (AORTA THORACICA)barroù d'an treizher eus an aortenn vrusk. ― Geriadur ar gorfadurezh
crosse aortique : syndrome de la ∼aortic arch syndromeazoniad gwareg an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Stankadur barroù bras gwareg an aortenn (talmerennoù karotidel hag endan-drebez), naouus ent klinikel dre 1) arouezioù heskwad e kigennoù an izili krec'h hag an dremm, 2) arouezioù padennek heskwad an empenn en tiriad mellkein-diazpenn (trolern, daouweled, klopennad), en tiriad karotidel (un  pe ledseizi, ankomz), pe trebadek (boukadur empenn), 3) arouezioù lagadel (leiadur ar gweled, ledangwel) diwar heskwad an empenn pe al luc'hsae ; azoniad stadet e stern kleñvedoù foel (kleñved Takayashu, talmerennfo ividig, hollaortennfo hennadek) pe anfoel (darvoll pe enrec'h aortenn, kleñvedoù ganedigel), aterom.

crosse de l'aorteARCUS AORTAEgwareg b. an aortenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
déroulement de l'aorte, déroulement aortiqueaortic enlargement, tortuosity of the aortadigrommadur g. an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Arvez skinlunadel an aortenn, bolbosek he speur, muiaet he c'havnez hag he skin krommder, skeudenn azonus d'an ateroskleroz.

dissection aortique, anévrisme disséquant de l'aorte, hématome disséquant de l'aorte, médianécrose aortiquedissecting aneurysm of the aorta, aortic dissectionenrec'h g. an aortenn, darvoll g. enrec'hus an aortenn, gwatoñv g. enrec'hus an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Disfaout krennsae an aortenn astennet a-wechoù d'an trogelc'h anezhi hag alies war he hed a-bezh ; war zardenn emañ ar gavenn gant gwad ensilet dre ur rogadenn loet a-us da sac'helloù kornloarek an aortenn ; arbenn an enrec'h eo anafoù dic'henezhadel ar grennsae gant distruj ar gwiennoù kaherel ha dastennek ; ent klinikel, ez erzerc'h trumm an enrec'h dre un daolenn heñvel a-walc'h ouzh hini an angwazhiad gant ul laur garv saezhennus etre skoaz ha mellkein ; ma ne vez ket oberataet diouzhtu ez eo marvus dindan un nebeut devezhioù en 80 % eus an degouezhioù dre fregadur en amgalonenn, er poullkreiz, er c'hrezoù pe er c'hof.

nodule de MorgagniNODULUS VALVULARUM AORTAEnozelenn b. sac'helloù an aortenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
orifice aortique du coeurOSTIUM AORTAEgwask g. an aortenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
orifice aortique du diaphragmeHIATUS AORTICUSgrem g. an aortenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
pseudocoarctation de l'aortepseudocoarctation of the aortakilwe g. an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. aorte plicaturée).

rétrécissement aortiqueaortic stenosisisvoll an aortenn, isvoll aortek, strishadur aortek ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued trapigel ar galon naouus dre isdigor sac'helloù kornloarek gwask an aortenn e-doug lankad an diflistrañ sistolek hag o tec'han un usteñv kengreizek eus ar c'hofig kleiz. Ent nozografel e tiforc'her :

  • an isvoll aortek ganedigel a c'hell bezañ

    • a-wask, dre gempegad klok pe glokoc'h ar freilhoù kornloarek

    • endan-wask, dre ur stiv stirek endan-gornloarek

    • us-gwask, a-us da c'hod an aortenn a-wechoù kevret gant un isvoll eus gwazhied bras diaz ar galon hag ar barroù talmerel a-skevent war un dro gant iswe an aortenn a-sevel ;

  • an isvoll aortek arzeuat diwar remm, pe, ent koshoc'h, a-geñver gant ur skleroz hag ur razekaat argammedek

sinu-aortique : syndrome ∼aortic sinus syndromeazoniad g. god an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Vaganad devoudet gant ur striv gant gouzrec'hidi dezho un usdamoug eus god an aortenn.

sinus de ValsalvaSINUS AORTAEgod g. an aortenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
Valsalva : sinus de ∼sinus of Valsalvagod g. an aortenn ― Geriadur ar vezekniezh

Pep hini eus an tri frankadur gwrizienn an aortenn lec'hiet a-us da bep hini eus an teir sac'hell gornloarek. An talmerennoù kurunerel kleiz ha dehou a loc'h eus div anezho.