Stad grevus kenan a-zalc'h ouzh an diaez eo evit an nevezc'hanidi (ar rakkoulzeion dreist holl) derc'hel o c'hempouez diabarzh, da azonoù dezhi dizurzhioù analadel, nervel, kennevidel.
Skorted analadel lemm gant gouliñv skevent anafel e dianlen ur c'heuziad lestel pe pistriel, un dewentad liñvenn stomok da skouer ; dre berzh mekadur ar gennenn logigoù-korrwazhied ez emsil ar plasma el logigoù hag ez emled lienennoù gwervanek war o speurioù, o tec'han ar goustouad anezho hag ur fibroz entremezel aloubus ; da heul e tigresk filusted ar skevent hag e tarvez ur gwadisvec'h oksigen garv ; en desped d'ar gwenterezh kalvezadel dre wask ec'hanalel muiel e vez bepred teñval an erdebad (sl. défaillance multiviscérale, membranes hyalines : maladie des ∼, oedème pulmonaire, oedème pulmonaire).
Azoniad stadet war an nevezc'hanidi, anezhañ trec'hwezh war gresk, elanal ha dulaz ; en tu all d'an arbennoù kalonel, nervel ha kammneuziadel ez eus tri orin : un dewentad liñvenn amnionel, kleñved al lienennoù gwervanek, ur poread bronkezskevent ; e-tal ar furmoù grevus-se e teskriver un ankalez analadel dibad, anvet c'hoazh analustead dibad an nevezc'hanidi, o c'hoarvezout goude ar ganedigezhioù dre gezarian diwar an dale assugañ al liñvenn enskevent krouellel hag o pareañ dindan un nebeut eurvezioù pe devezhioù.
Stad ar vagadell e dalc’h klok an dud all, gouezel, dic’houest ma’z eo da walc’hañ he-unan he ezhommoù — da ren ar gwered spesadek evit lakaat fin d’an tennder diabarzh. Freud a lak kemm etre ar motorische Hilflosigkeit, ankalez loc’hadel, hag ar psychische Hilflosigkeit, ankalez bredel, kresk an tennder diabarzh ez eo divarrek ar benvegad bred d’e vestroniañ c’hoazh. Evit an oadour, an ankalez zo pimpatrom ar blegenn daraezek o tevoudañ an enkrez.