Diskas ar poullkreiz war-du ar skeventenn yac'h da geñver an ec'hanalañ ha war-du ar skeventenn glañv da geñver an enanalañ, anadenn e dianlen an trapediñ dre benn ur skoilh (steviadur bronkez pe bruskaezhad) o tevoudañ ur c'hemm gwask etre an div skeventenn (sl. trappage).
Gorregezh an analañ.
Hollad an anadennoù fizikel-kimiek amkanet da enankañ oksigen er bevedeg ha da ezvevennañ ar CO 2 . C'hoarvezout a ra an analañ eus ar gwenterezh skeventel, eus dezougerezh (gant ar gwad) an aezhennoù engwezhiet hag eus an eskemmoù kennevidel er c'helligoù.
Ec'honad aer uc'hek a vez gwentet ent diarvenn gant ar skevent e-doug ur munud. Ent reol emañ er gavael eus 100 da 160. E vuzuliañ a reer diwar-bouez un analañ an donañ hag an herrekañ gwellañ, arreet e-pad 10 -30 eilenn ; ar peuliesañ en en jeder dre liesaat dre 30 an ec'honad ec'hanalañ uc'hek dre eilenn.
Kementad aer, dewerzhet e litr, enanalet hag ec'hanalet e-doug ur munud gant loc'hadoù analañ reol o ampled. E jediñ a reer dre liesaat an ec'honad red dre niver an analadoù dre vunud ; ent reol emañ er gavael etre 5 ha 9 L (ent keitat 6 L), er paouez (eus 3 da 4 L dre vunud ha dre metr karrez gorread korf).
Sutad skiltr, analañ yudus lemm, o tarvezout ent dibarek gant an astmateion pe e degouezh a vronkezisvoll.