Darallad speur ar galon pe un dalmerenn e poent enorc'h ur red gwad strizh ha kreñv o strinkañ dre un igorenn enkaet (aortek pe skeventel) pe skort (mintrek).
1 Darallad c'hoarvezet e doareoù korfadurel ha gwiadurel un organ dre zelanvad ur gwezher kleñvedel ; dezverk an naouedoù eo, pe en ul lavar laosk, an anaezioù organel, a-gevenep d'an anaezioù arc'hwelel (sl. fonc-tionnel) ; studi an anafoù eo an neuzkleñvedouriezh pe naouedouriezh (sl. anatomie pathologique). 2 Ent spisoc'h, e reer gloazad eus an anaf graet gant ur gwezher treloc'hel diavaez (sl. blessure, contondant, contusion).