1 Termenoù hollek o verkañ nep argerzh kleñvedel, ha pa ve anafel pe arc'hwelel hepken, hep lakaat an arbennoù e penn kont. 2 Anaez o c'hoarvezout eus un anaf, ur gammneuziad, un tizhad neuziadurel, ha n'eo ket eus strafuilhoù arc'hwelel hepken (sl. syndrome, maladie)
Dindan an anvadoù-se e voder ar strafuilhoù diwar zinodiñ klogor aezhenn er gwad hag er gwiadoù da heul leiaat trumm an amwask, eleze pa dremener eus un amwask uhel d'an aerwask reol (donsplujerion) pe eus an aerwask reol d'un amwask izel (astraerion).
Anvad genadel ar c'hlañvadurioù kalon.
Rumm anaezioù o reuziañ e-barzh an tiadurioù ma tanzeer an aergelc'h : 1 Azoniad stadet er pezhioù ma vez reolet ar gwrezverk hag ar glebor, anezhañ sec'hded glaourgennoù ar gornsae, ar fri hag ar genoù, klopennadoù (azoniad an adeiladoù diyec'hedus ent strizh). 2 Seurtad skeventad hangaeel (Gl. pneumopathie immunologique) o tizhout an dud boas da enanalañ an uloc'h taolet en aergelc'h ar stavelloù hinaozet ma labouront. 3 Poreoù e dianlen an hadennoù strewet gant an afrennerioù, evel kleñved al legionerion (sl. maladie des légionnaires).
Torzhellegezh vellennel o tizhout ar peurliesañ un disk etre-melloù hag an daou gorf mellenn kefin.
Ar roc'hal zo un trouz analadel devoudet dreist holl e-doug an analañ, o tarvezout e-pad an hun.
Teskad erzerc'hadoù kroc'henel, arzel ha lounezhel, o c'hoarvezout etre eizh ha dek devezh goude ensinkladenn gentañ a wadveiz loenel. Anvet c'hoazh kleñved an hangaegemplezhioù amredat.