Preder
Bell : signe de ∼Bell's phenomenonarouez b.Bell, anadenn b. Bell ― Geriadur ar vezekniezh

E seizi trobarzhel an dremm, fiñv krec'hduañ hag eztuañ ar voull lagad pa striv ar gouziviad da serriñ ar valvenn grec'h seizet (fiñv bonan kuzhet gant ar valvenn serret).

Bezold-Brücke : phénomène de ∼Bezold-Brücke phenomenonanadenn b. Bezold-Brücke ― Geriadur ar vezekniezh

Daskemm e merzhidigezh al livioù pa vuia ar sked : melenaat a ra ar ruz hag ar gwer arvelen, glasaat al limestra hag ar gwer arc'hlas.

Bielschowsky : phénomène de ∼, phénomène des yeux de poupéeBielschowsky doll's head phenomenonanadenn b. Bielschowsky, anadenn an daoulagad merc'hodenn ― Geriadur ar vezekniezh

Furm glinikel dibarek eus seizi fiñvoù kevreet an daoulagad diouzh un durc'hadur hep ma ve tizhet ar fiñvoù damougek ; da skouer, dic'hallus eo d'ar gouziviad treiñ a-ziarvenn e sell war zehou, hogen mar c'hwel trumm e benn war gleiz (ent oberiat pe c'houzañvat), e tro e zaoulagad war zehou — evel ma rafe daoulagad ur verc'hodenn ; emañ ar strafuilh e dalc'h un anaf a 'r pont e kefin ar gronn a-rakkambr.

Branham : phénomène de ∼, signe de ∼Branham's phenomenon, Branham's signanadenn b. Branham, arouez b. Branham ― Geriadur ar vezekniezh

Pa stanker ur fic'h talmerenn-gwazhienn dre bouezañ warnañ a-ziavaez, e c'horreka ar poulz, e vuia ar gwask diastolel, e leia ar c'has sistolel, anadenn na c'hoarvez nemet pa vez ur fic'h a gavnez bras etre div wazhiedenn dev.

Broca-Sulzer : phénomène de ∼Broca-Sulzer phenomenonanadenn Broca-Sulzer ― Geriadur ar vezekniezh

Evit skedoù dreist 60 nit, e hañval un hevelep mammenn bezañ skedusoc'h pa vez gwelet en ur par berr eget p'he seller e-doug un amzer hiroc'h.

déjà vu : phénomène du ∼, déjà vécu : phénomène du ∼« déjà vu » phenomenon, « déjà vécu » phenomenonanadenn ar gwelet-c'hoazh, anadenn ar buhezet-c'hoazh ― Geriadur ar vezekniezh

Kammanglevad adkavout un den pe un dra bet gwelet c'hoazh, ur blegenn bet buhezet c'hoazh (kammzaznaoud) (sl.  paramnésie de certitude).

Hamburger : effet ou phénomène de ∼Hamburger's interchangeanadenn b. pe keveskemmad g. Hamburger ― Geriadur ar vezekniezh

Ezteiñ ion CO3H - hag enteiñ ion Cl - a-dreuz kennenn an hemati, lodek e trevnadoù skurzer an hemoglobin o kendaoliñ da zerc'hel ar c'hempouez trenkenn-bazenn er metoù diabarzh.

homing : phénomène du ∼, écotaxishoming phenomenonanadenn ar c'hêrat ― Geriadur ar vezekniezh

Perzh gant ur rumm leukokit da emdizhañ etrezek ur gwiad dibarek.

NOTENN : Ar c'hemeradur-mañ eus Sz.  homing zo un astenn eus ar ster bevoniezh ha trevoniel : homing an eoged eo an distro anezho, da geñver an dozviñ, d'ar stêr ma voent ganet.

Kienböck : phénomène de ∼Kienböck's phenomenonanadenn b. Kienböck ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn stadet war ar skramm skinselliñ oc'h erzerc'haat seizi untu ar gelc'hspeurenn (meginezvenañ, fennad douraezhel er c'hrezoù) : e-doug an enanalañ e tiskenn ar gelc'hspeurenn en tu bonan hag e sav en tu klañv.

Köbner : phénomène de ∼Köbner's phenomenonanadenn Köbner ― Geriadur ar vezekniezh

War un tachad kroc'hen bonan o paouez bezañ heget pe daraezet, dinodiñ un dermatoz (liken plaen, psoriaziz) bezant endeo en ul lec'h all eus ar c'horf.

paramnésie 2 paramnésie de certitude, fausse reconnaissance, impression du déjà vu 3 paramnésie de localisation1 paramnesia, mismean 2 pseudomnesia, “déjà vu” phenomenon1 kammereulañ 2 kammzaznaout, anadenn b. ar buhezetc'hoazh 3 kammgoun loañ ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Lordat, 1843) strafuilh an ezluzañ, ar gouziviad o vezañ ankouaet ster ar gerioù a ra ganto en e brezeg (sl.  jargonaphasie, paragrammatisme, para-phasie, paraphémie). 2 Strafuilh ar c'hounerezh, kammanglevout buhezañ ur blegenn bet buhezet c'hoazh (sl.  déjà vu : phénomène du ) 3 kounaat ur blegenn werc'hek en ur he c'hammloañ en amzer pe en egor.

NOTENN : Lod eus ar geriadurioù allyezh a dremen hebioù d'an termen-mañ en abeg da liested savboentoù an aozerion hervez ma teskrivont strafuilhoù nervel, bredel pe lavarel.

phénomèneanadenn b. ― Gervaoù skiant
phénomèneanadenn b. -où ― Geriadur ar fizik
phénomèneanadenn b. -où ― Geriadur ar gimiezh
  • phénomène photochimique anadenn luc'hkimiek
phénomèneanadenn b. -où ― Geriadur ar jedoniezh
phénomèneanadenn b. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ atmosphérique anadenn aergelc'h
  • Pour interpréter correctement les bulletins météorologiques, le marin doit acquérir une connaissance au moins élémentaire des principaux phénomènes atmosphériques.

    Evit deveizañ reizh ar c'hannadigoù hinouriezh e rank ar moraer deskiñ tamm pe damm arbennoù pennañ an anadennoù aergelc'h.

  • ~ migrateur anadenn war fiñv
phénomèneanadenn ― Gerva an brederouriezh
Phénomène fonctionnel.funktionales Phänomen.functional phenomenon.anadenn arc’hwelel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Anadenn dizoloet e 1909 gant Herbert Silberer er stadoù enkousk ha da c’houde en hunvre : an treuzlakadur e stumm skeudennoù, n’eo ket eus endalc’hed an dezevout, hogen eus an arc’hwelerezh gweredel anezhañ.

Er stadoù enkousk e wel Silberer ur gantouezadenn vrientek o reiñ tu da arselliñ ganedigezh an argeloù (anvet gantañ anadenn “aotosimbolek”, argeldarzh). Kemm a laka etre tri seurt anadennoù : an anadenn danvezel, oc’h argelañ ergorenn an dezevout ; an anadenn arc’hwelel, o terc’hennañ arc’hwelerezh gweredel an dezevout, an herregezh pe ar c’horregezh, ar berzh-mat pe an droukverzh anezhañ ; an anadenn greudel, oc’h argelañ al louc’hadoù korf. Silberer a soñj e talvez an diforc’hadur-se evit kement erzerc’had ma kaver argeloù, evit an hunvre da skouer. O lezel gant an anadenn danvezel an argelerezh eus ergorennoù an dezevout hag an derc’hañ hepken, e renk en anadenn arc’hwelel kement argeladur ’zo eus “stad, oberiezh, luniadur ar bred (Psyche)”. Ar c’hantaezadoù, an tuedoù, ar mennadoù, ar c’hemplezhioù, ar “parzhioù eus an ene” (ar garez pergen) a vez troet dre argeloù, alies personelaet. An “dramaelaat” eus an hunvre eo arvez splannañ an anadenn arc’hwelel. E berr, an argeloù a zever nebeutoc’h eus an ergorennoù eget eus doareoù gweredel an ergorañ.

A-du-rall ez arlaka Silberer ez eus en argeladurezh, en hunvre peurgetket, un tuadur da dremen eus an danvezel d’an arc’hwelel, un tuadur d’an hollekaat, ma troer “diwar nep dodenn dibarek war-du hollad an dodennoù heñvel dre o c’hantaezad pe, evel ma c’haller lavarout c’hoazh, war-du ar rizhenn vredel eus ar buhezad e kaoz”. Da skouer, un draezenn hir oc’h argelañ ur c’hastr da gentañ a zeuy da vezañ (dre un treug difetisaat) an arouez eus santad hollek ar galloud. An argelañ a gemerfe enta dioutañ e-unan un durc’hadur a zeufe an dieulañ anagogek d’e nerzhañ da c’houde (sl. ANAGOGIQUE).

Freud a anavezas talvoudegezh degasadenn Silberer, nemet ne zarbennas ket an hollekadur a venne da Silberer ober anezhi. Evitañ, lakaet er-maez nemedennoù, e c’haller bepred displegañ an arc’hwelel dre an danvezel. A-c’hin edo degerzh Freud da hini Silberer.

phrénique : phénomène du ∼phrenic phenomenonanadenn b. ar gelc'hspeurenn ― Geriadur ar vezekniezh

Arouez a stader en dedaniezh, anezhi stroñsoù korvezek en hanterenn gleiz ar gelc'hpeurenn, goubred da sistoloù ar galon hep bezañ kempredek gant tosoù ar gern, a zispleger dre hegadur nervenn gleiz ar vegin gant loc'hadoù ar galon pe gwareg an aortenn.

Pool : phénomène de ∼Pool's phenomenonanadenn b. Pool ― Geriadur ar vezekniezh

Argrezad kaherioù ar vrec'h devoudet gant un dehedañ a 'r plezhad ar vrec'h ouzh he sevel er vann. Arsellet e vez an arouez en detaniezh.

prézone : phénomène de prézone ou phénomène de prozoneprezone phenomenon, antibody excessanadenn b. ar reñver antikorfoù ― Geriadur ar vezekniezh

En amveziadoù gwellek, furmidigezh ar c'hemplezhioù antigen-antikorf a c'hoarvez pa vez mui pe vui hegement an hanloadoù antigen hag ar molekul antikorf. Merzhadus kenan eo neuze an dazglugadoù. War an derc'hennadur kevregat niver ar c'hemplezhioù antigen-antikorf merzhadus a-gevreizh da vec'h an antigen e reer anv eus an tachad kevatalded. Mar bez reñverek an antikorfoù ez eo ar c'hemplezhioù diheverzh pe diverzhadus, rak kevezerezh zo etre an antikorfoù evit lenañ ouzh an hanloadoù antigen hegerz ; peurvec'hiadur an hanloadoù a skoilh an dazgwered dazgludañ (sl. phénomène de postzone, phénomène de zone).

Purkinje : phénomène de ∼Purkinje's phenomenonanadenn b. Purkinje ― Geriadur ar vezekniezh

Dic'houested al lagad oc'h argeskediñ diouzh an teñval da zigemmañ al livioù, tra ma c'hell deznadiñ an disterañ sklaerded.

refus : phénomène tissulaire de ∼ ◊ ◊ anadenn b. c'hourzhderc'hel ar gwiadoù ― Geriadur ar vezekniezh

Erwezh kelligel gwiadoù ar bevedeg a zeu da vezañ harzus ouzh gwered garvevion pe viruzoù 'zo. Bez' ez eo un argerzh hangae gwiadel.

Reilly : phénomène ou syndrome de ∼Reilly's phenomenonanadenn b. Reilly, azoniad g. Reilly ― Geriadur ar vezekniezh

teskad ar strafuilhoù devoudet ent arnodel, e par lies organ, dre un hegadur eus ar reizhiad simpatek kreiz pe trobarzh (pe, zoken, eus ur glaourgenn paot ennañ ar gwiennoù santout, evel hini ar c'hargadenn). Dec'hanet e c'hell bezañ an hegadur-se gant gwezherioù liesseurt kenan (Toksinoù garvevel, gwezherioù fizikel, erwezhioù allergek, h.a.) ; skignañ a ra betek an organoù pellañ ha devoudañ enno ur gwazhiedfrankaat gant heforshaat ar c'horrwazhied, ur gouliñv, angwazhiadoù hag ivez anafoù o tizhout a-ziuz ar reizhiad retikuloendotelel. Kement-se holl zo da dostaat ouzh an azoniad yud arsellet ent klinikel.

rejet de greffe : phénomène de ∼graft rejectionanadenn b. distaol an imboud ― Geriadur ar vezekniezh

Argerzh hangaeel a zo e devoud erwezhioù difenn bevedeg ur roadour ouzh un imboudenn pe un organ pe ur gwiad treuzplantet unspesadien, eleze o tont eus un hinienn a unspesad hogen a c'henezh antigenel kevarall. E seurt erwezh “ostiz ouzh imboudenn” ez eo antigenoù gwiadel an imboudenn (re ar reizhiad HLA pergen) a vez naouaet evel estren gant kelligoù hangaec'hougonek an ostiz : limfokit T pergen hag ivez limfokit B. Ar re gentañ, dre gelligpistriañ (roll pouezusañ an erwezhioù hangae kelligel) hag an eil re, dre o antikorfoù (Antikorfoù imboud), a zispenno an imboudenn. An kez dispenn, oc'h erzerc'hañ da gentañ dre ul leiadur eus perzh arc'hwelel an imboudenn, a zarvez ar peurliesañ e-doug an div sizhunvezh da heul an imboudañ, a-wechoù diwezhatoc'h, ha zoken gwezh a vez muioc'h eget 2 vloaz goude. Seurt barrad distaol a vez en araez da argizañ dindan delanvad ar mezegadur hangaeastaliñ pe da drebadout (sl. histocompatibilité, antigènes tissulaires, système HLA, hypersensibilité différée ou retardée, lymphocytes K).

rosettes : phénomène ou technique des ∼rosette formationanadenn ar rodigoù pe kalvezder ar rodigoù ― Geriadur ar vezekniezh

Kalvezder o kevaraezañ lakaat war wel paradur antikorfoù e par ar c'helligoù ouzh o borc'hañ (kelligoù limfoidel : immunokit). An kez kelligoù o vezañ lakaet e diraez an antigen, zo hangaeet outo ar gouzrec'h, en dazglud. Pa vez luniek an antigen (kelligoù ruz, da skouer) ez emstal e kurunenn en dro d'ar c'helligoù borc'her antikorfoù. Al lunioù-se e rodigoù zo spesadek eus an antikorf studiet : ne anadont nemet e diraez an antigen keñverek. — Gant an den, daou zoare eus kalvezder ar rodigoù a gevaraez diforc'hañ an daou seurt limfokit : 1° hini ar rodigoù emdarzh a ro tu da hennadiñ al limfokit T o tazgludañ en dro dezho, hep hangaeadur a-rakwez, ar c'helligoù ruz deñved ; pa vez herrek tre an dazgwered e vez graet anezhañ rodig E oberiat ; 2° kalvezder ar rodigoù hangaeel a zezverk a-ziuz al limfokit B a c'hronn en dro dezho ur gurunenn a gelligoù ruz allevek goloet gant antikorfoù antieritrokit ha gant klokaenn : evit gwir, al limfokit B zo warno ur buzer en araez da lenañ kedrann C3 ar glokaenn.

rotule : clonus, danse ou phénomène de la ∼patella clonusgougrid g. pe brac'hitell b. pe anadenn b. ar padelleg ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn leteñvel ouzh gougrid an troad, oc'h erzerc'haat an un anaf. He dec'han a reer o c'houlankañ d'ar padelleg ur fiñv a-daol eus an nec'h d'an traoñ, diwar-bouez ar bizied arloet ouzh ar riblennoù (ar c'har o vezañ war astenn) ; c'hoarvezout a ra neuze un heuliad luskelladoù gant ar padelleg.

roue dentée : phénomène de la ∼cogwheel rigidityanadenn b. a 'n dentrod ― Geriadur ar vezekniezh

E kleñved Parkinson, merzhout, da geñver defiñval gouzañvat ur c'henvell, un heuliad diskrogoù berrbad leteñvel ouzh ar santad dec'hanet gant c'hwel un dentrod.

Strümpell : phénomène de ∼Strümpell's phenomenonanadenn b. Strümpell ― Geriadur ar vezekniezh

Fiñv andiarvenn plegañ a-gil ha pellaat an troad, a-gevret gant plegañ diarvenn ar glin, en ervez da vezañ arsellet e-kerz tizhadoù 'zo ar forzh pikernennek.

Traube : double ton de ∼Traube's signdaoudon g. Traube, anadenn b. Traube ― Geriadur ar vezekniezh

Daoudon a glever o selaouennañ talmerenn ar vorzhed, e tric'hogn ar vorzhed, o pouezañ skañv kenan war ar stetoskop. Un arouez nemedennek a skorted aortek eo.

trou électrique : phénomène du ∼window effectanadenn b. an toull tredanel ― Geriadur ar vezekniezh

E degouezh a angwazhiad ar c'haher kalon en ec'honenn speur ar c'hofig en he fezh e tremen pep tra evel pa vije treuzkaset an tredanvarr leiel enkavennel d'an elektrod argalonel lec'hiet a-dal d'ar rannbarzh marvennet, a wered evel ur prenestr digor a-dreuz da speur ar galon, o vezañ anniñv ent tredanel ; an kez anadenn a zeu war wel war ar c'halonvarrwezad dre ur wagenn herrek leiel QS.

Tyndall : phénomène de ou effet de ∼Tyndall's effect or phenomenonanadenn b. pe gwered g. Tyndall ― Geriadur ar vezekniezh

Amstrewiñ al luc'h gant rannigoù en arlug en ul liñvenn pe un aezhenn. Arveret e vez ar c'halvezder-se evit imbourc'hiñ kambr araok ar voull lagad.

Vulpian et Prévost : loi ou phénomène de ∼ ◊ ◊ anadenn g. Vulpian ha Prévost ― Geriadur ar vezekniezh

Er c'homa al led seizi , war-lerc'h ur resmiad orc'had, ar penn hag an daou lagad a vez troet e doare ma hañval ar c'hlañvour sellout ouzh e anaf, mar bez gwak al led seizi hag a-eiltu mar bez kevredet al led seizi gant dargrezadoù (sl.  déviation conjuguée des yeux ha Prévost : signe de ).

Wartenberg : phénomène de ∼ ◊ ◊ anadenn b. Wartenberg ― Geriadur ar vezekniezh

Serridigezh al lagad ha gwariadur ar c'haved a-eiltu pa vez touchet ar gornsae, dre gedal arc'hwelel.

Wenckebach ou Luciani-Wenckebach : bloc, période ou phénomène de ∼Wenckebach's block, Wenckebach's phenomenontolc'had g. pe anadenn b. pe lankad g. Wenckebach ― Geriadur ar vezekniezh

Furm a dolc'had kentez-kofig diglok ha direoliek, naouus dre un hiradur reoliek hag argammedek eus an entremez kentez-kofig (esaou PR) betek un argrezadenn gentezel digevret, heuliet gant ur paouez kofigel, an un kor oc'h adkregiñ goude. A-wechoù, war-lerc'h hiradur argammedek an esaou PR e tarvez, n'eo ket un, hogen div pe deir gwagenn gentezel tolc'het, hep ma ve dec'hanet un argrezadenn gofigel ganto ( lankad Wenckebach a 'n eil derez  : C Guérot, 1975).

Woods : phénomène de ∼Woods's phenomenonanadenn b. Woods ― Geriadur ar vezekniezh

Gourzhalerezh an drenkenn paraaminobenzoek ouzh gwered bakteriharz ar sulfamidoù war hadennoù 'zo. Kendaolet he deus an arselladenn - se da zizoleiñ, gant Woods, g wikefre werediñ ar sulfamidoù, o vonediñ evel gourzhkennevidadoù, dre skoilhañ arver an drenkenn paraaminobenzoek gant bakteri 'zo, diziouerus d'o c'hennevid ha d'o neridigezh.

zone : phénomène de ∼zone phenomenonanadenn b. dachad ― Geriadur ar vezekniezh

Ezvezañs a zazgwered un antikorf spesadel gant e antigen keñverek e daou zegouezh : a) emañ feur an antikorfoù re uhel ha b) pe re izel. War grommemm derc'h ennañ an dierc'hiñ pe an dazgludañ e lakaer war wel tri zachad, an hini kentañ anvet raktachad , an eil anvet tachad kevatalded hag an trede, an diandachad . A se e komzer a anadenn ar raktachad hag a anadenn an diandachad (sl. prézone : phénomène de prézone ou phénomène de prozone )