1 Bezañs ovalokit (hemati viheñvel) er gwad. 2 Kleñved hêrezhel dibaot naouus dre vezañs ovalokit er gwad amredat ha resmiadoù gwadloezañ.
Leiadur ar c'hementad hollel hemoglobin arc'hwelek war amred ; amwad a zeznaouer pa vez ar gwadvec'h hemoglobin dindan 13 g/l gant ar gourev, dindan 11 g/l gant ar venev.
Furm amwad loezadel hêrezhel naouus dre un hemoglobin ezreol ha kelligoù ruz distreset e stumm kreskenn.
Furm amwad e dalc'h falladur an organoù gwadparañ, marvus war verr dermen.
Amwad diwar negez houarn (sl. anémie hyposidérémique).
Amwad diwar loezadur reñverek ar c'helligoù ruz.
Furm amwad loezadel arzeuat diwar an enaozañ eus unanantikorfoù krafus ouzh antigenoù an hemati.
Furm amwad arzeuat ma vez distruj ar c'helligoù ruz e dalc'h gwered antikorfoù spesadel ar gwadveiz, hag int unanien pe unspesadien.
Distruj hemati ar bugel a-raok pe goude e c'hanedigezh devoudet gant an digempad krouell-mamm, anaez marvus d'ar bugel.
Amwad naouus dre isniver ar c'helligoù ruz hag an usvec'h hemoglobin enno.
Amwad naouus dre an isvec'h hemoglobin er c'helligoù ruz.
Amwad naouus dre an isvec'h hemoglobin, dre usvec'h an houarn er gwadveiz ha dre vuiadur feur peurvec'hiañ an transferrin.
Amwad naouus dre an isvec'h houarn er gwadveiz ; pa vez devoudet gant an olhouarn e vez isvec'hiek ar ferritin (< 110 mg/l) ; pa vez devoudet gant an danijenn e vez reol pe reñverek feur ar ferritin.
Amwad houarnisvec'hel stadet e-kerz ar poreoù pe oc'h amheuliañ anaezioù foel henek diwar bore, remm pe gankr.
Amwad gant kresk ec'honad keitat ar c'helligoù ruz.
Amwad gant bezañs eritroblast usventek (megaloblast) er gwad.
Amwad gant bezañs mikrokit (kelligoù ruz dindan 80 mm³ ec'honad) er gwad amredat.
Amwad naouus dre isniver an hemati, hag int reol o ec'honad hag o bec'h hemoglobin.
Amwad gant hemati reol o ec'honad.
Amwad diwar ezvezañs an elfennoù ret d'ar gwadparañ, e dalc'h an negez houarn, proteinoù, vitaminoù, ar strafuilh er sugañ pe an ennevid anezho.
Kreuzfo isteñvel unanhangaeel o tevoudañ negez misugel ar vitamin B12 ha, da heul, amwad uslivel ruzusventel olgwennel, melusniver ar megaloblast ha strafuilhoù nervel ; marvus hep mezegadur, e vez pareet dre ar vitamingurañ.
Skorted henek ar ruzparañ (hag ivez ar parañ granulokit ha trombokit) diwered outi nep mezegadur, anezhi alies ur stad rakleukemek.
Sl. anémie pernicieuse.
Ezreolder en azvedigezh an eritroblast o tec'han arzhelidigezh an hemati er mel hag an isniver anezho er gwad.
Amwad angweel helivel familhel, treuzkaset er mod enkilek aotozomek, gant un olgwenn muiek, un olgranulokit dreist holl, hag un olpladanoù, e dianlen angwe ganedigel ar mel eskern ; oc'h erzerc'hañ e-tro an oad a 6 vloaz kevret gant direizhoù liesseurt : livegad kroc'hen, dilerc'h kreskiñ, angwe eskern an dorn (meud berr pe ezvezant), a-wechoù kammneuziadoù kalon, lounezh pe lagad, kaezouregezh dilerc'hek ; darvezout a ra ar marv a-raok an oad a 20 vloaz dre boread, gwadliñv pe leukemiezh lemm.
1 Anvad rumm leiadoù livegad ar c'hroc'hen : vitiligo, h.a. 2 Amwad naouus dre isvec'h an hemoglobin en hemati (sl. anémie hypochrome).
Furm kala-azar diwar Leishmania infantum, seurtad eus L. donovani, skignek en Armenia, en Turkestan hag en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn gammigellek, un amwad muiek, ment vras ar felc'h hag ar c'hof, ur fallezh hag un dedro marvus dindan 6 miz.
(A-zave da benndudenn “Une histoire sans nom”, ar gevellenn gant Barbey d'Aurevilly) Seurtad derc'hanaez e rezh gwadliñvoù diarvenn hag arreat o tisoc'h en un amwad islivel gant ruzisvent ha houarnisvec'h.
Anaez a 'r vugale, o teraouiñ trumm dre un derzhienn uhel, ur c'hlopennad, c'hweladoù, naouus dre un amwad muiek gant elwenn, eleritroblast, gwadusvec'h ar bilirubin, gouikter, troazhhemoglobinegezh (e dianlen ar gwadloezañ), a-wechoù felc'husvent ha gwadliñvoù ; pareañ a ra ent emdarzh dindan un nebeut sizhunvezhioù ; koulskoude, e stader furmoù marvus e diouer mezegadur ; e kevarguz e chom an ardarzh : ur rouestlad e ve d'ur poread a 'r fric'hargadenn, ar wikefre e ve paridigezh unanantikorfoù antieritrokit.
Amwad mivezhurel deskrivet en India, arsellet e - doug an naonegezhioù hag ar brezelioù, diwar negezioù liesel (vitaminoù, proteinoù, houarn, h.a.). Un amwad ruzusventel ha megalo blastek eo, gant asikted, treutadur, gouliñvoù ha strafuilhoù koazhadel muiek.