Stignadell graet gant senklennoù ler kevreet dre boelloù dastennek evit dereizhañ ar c'hammemstummoù kenvell ha war un dro embreger ar c'higennoù rediet da stourm ouzh an harzderioù dastennek.
Astell arloet ouzh kein ur biz evit e zerc'hel war astenn (sl. attelle).
Nep benvegad korfeeunañ amkanet da wareziñ, diloc'hekaat, harpañ, arzerc'hel ar c'horf pe ar parzh anezhañ en arloer outañ (astell, kavnell, savnell, gouriz, korfkenn, botez korfeeunadel) ; diforc'hiñ a reer an a. diouzh an harpoù arc'hwelel hag an ersteudelloù (pe osodoù) ; kemm a lakaer etre an a. anoberiezhel (Gl. o. d'inactivité) pe a. diloc'hekaat, a. emstumm (Gl. o. de posture) hag an a. oberiezhel (Gl. o. d'activité) a zo o fal bevennañ al loc'hadoù ; (sl. aide fonctionnelle, appareil & , prothèse, immobilisation, semelle orthopédique).
Amsteudell an ezel traoñ en erdu d'ar vugale nammet loc'hadel a-empenn (sl. infirmité motrice cérébrale).