Preder
ammoniacamoniak g. ― Geriadur ar gimiezh
ammoniémieammoniaemiagwadvec'h g. amoniak ― Geriadur ar vezekniezh

Feur amoniak digraf er gwad ; etre 12 ha 55 mmol/l er gwad gwazhiennel eo ar feur bonan ; ar muiadur anezhañ (gwadusvec'h amoniak) a revez en ikteroù grevus hag er c'homa avuel ; strafuilhoù koazhadel ha nervel grevus (empennaoued avuel, sl.  encéphalopathie hépatique) a vez devoudet gant ar gwadusvec'h amoniak.

ammoniurieammoniuriatroazhvec'h g. amoniak ― Geriadur ar vezekniezh

Feur an amoniak ezvevennet dre an troazh, peurgetket er furm kloridenn ; ent reol e vez ezvevennet etre 30 ha 50 mmol amoniak dre 24 h ; dreist d'ar feur-se e komzer eus troazhusvec'h amoniak.