Preder
Chagas : maladie de ∼, thyroïdite parasitaire, trypanosomiase américaine, fièvre barbeiroChagas' disease, American trypanosomiasis, schizotrypanosis, opilationkleñved Chagas, tripanozomiaz g. amerikan, skoedennfo g. arvevadel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved arvevadel broreuziat e Su- hag e Kreizamerika peurliesañ e-touez bugale ar poblañsoù ploue izel o barr bevañ, devoudet gant ur zooflagelleg gwadtrigat, an Tripanosoma cruzi, treuzkaset dre ziouladoù Reduviideged gwadezat eus ar genad Triatoma ; en e brantad lemm e naou ar c'hleñved dre anafoù kroc'hen ha glaourgenn (chagom) gant gouliñv an dremm hag ar malvennoù, c'hwarrennoù, strafuilhoù koazhadel, usvent ar skoedenn, an avu hag ar felc'h, un derzhienn direoliek ; marvus e vez alies ; lies furm henek ez eus, da azonoù dezho miksedem, tanijenn ar c'haher kalon hag ar pilhon, peluzoù, bredanaezioù.

code à sept éléments, code ASCII (American Standard Code for Information Interchange)ASCII codeboneg seizh elfenn, boneg ASCII (boneg amerikan skoueriek evit eskemm stlenn) ― Geriadur ar stlenneg

Boneg 7 bit + 1 bit gwiriañ parded o kevaraezañ 128 kevosodad, bet ijinet evit aesaat treuzkas ar stlenn etre an urzhiataerioù.

encéphalite équine américaineAmerican equine encephalitisempennfo marc'hel amerikan ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm evit ur stroll empennfoioù a 'r c'hezeg, reoù anezho o tredizhañ an dud ; tri seurtad anezho : an e. marc'hel a rizh Kornog, a c'hoarvezas ar pennañ darreuziad denel anezhañ e North Dakota e 1941, gantañ strafuilhoù grevus : terzhienn, strafuilhoù nervel (koma), arlenadoù loc'hadel ha bredel, treuzkaset gant ar moustiked, ar mirva o vezañ ar c'hrignered hag an evned emdizher ; an e. marc'hel a rizh Reter hag an e. venezuelat, na dizhont nemeur an dud.

pian-bois, bouton de BahiaAmerican leishmaniosis, Bahia ulcer, uta, bush yawsleichmanioz amerikan, porbolenn b. Bahia, pian ar strouezh ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez boutin e rannbarzh koadek Gwiana, diforc'h diouzh ar pian, naouus dre goeñvennoù hevonn en dro d'un angreizh kraterek, c'hwarrennoù keñverek ha daralladur don pe donoc'h a 'r stad hollek, kiriek dezhañ Leishmania brasiliensis trezouget gant ar flebotom.