Tremen eus un derc'hennad roadennoù d'unan all dre gemmañ boneg. Un treuztaoliñ eo, ur furm ivez a rezhiennañ.
Treuzlakaat ur c'henniñv bred e rezh azonoù kreudel, loc'hadel (ar seizi da skouer) pe santadel (aneraez, gostoù) (sl. hystérie de conversion).
Tremen eus un ijinenn, ur rizh ijinenn d'unan all.
Sl. [asservissement de vitesse]
Gwikefre a furmadur azonoù o werediñ en darfell, en darfell amdreiñ pergen, anezhi treuzlakadur ur c’henniñv bred e stumm azonoù kreudel, loc’hadel (seizi da skouer) pe santadel (aneraez, gostoù).
An dibab graet gant Freud eus an termen Konversion a glot gant ur meizadur armerzhel : al libido, distaget diouzh an derc’had arvoustret, a vez treuzfurmet e gremm ennervadur. Hogen pezh a ra dibarelezh an azonoù amdreiñ eo o argelegezh : eztaoliñ a reont dre ar c’horf derc’hadoù arvoustret.
Enzim enaozet gant an avu o treuzfurmiñ er skevent an angiotensin I en angiotensin II (gwazhiedstrishaer kreñv) hag oc'h ezniñvañ ar bradikinin (gwazhiedfrankaer) ; tolc'herioù (Gl. inhibiteurs) an enzim amdreiñ a ziounezer ouzh an uswask talmerel hag ar skorted kalon.
Enzim enaozet en avu o treuzfurmiñ er skevent an angiotensin I en angiotensin II (gwazhiedstrishaer kreñv) hag oc'h ezniñvañ ar bradikinin (gwazhiedfrankaer) ; gwered ezniñverioù an enzim amdreiñ (Gl. inhibiteurs de l'enzyme de conversion, Sz. conversion enzym inhibitor) eo leiaat ar gwask talmerel dre heudiñ enaoz an angiotensin II hag ec'haoz ar bradikinin ; o diounit a reer evit prederiañ an uswask hag ar skorted kalon.
Furm darfell merket dreist-holl gant azonoù amdroadel. “Bez’ ez eus un darfell amdreiñ pur hep tamm enkrez, evel ma’z eus un darfell enkrez azonet gant santadennoù enkrez hag arurioù hep ma ve amdroadoù ouzhpenn.” (Sl. CONVERSION).