1 Danevell(añ) darvoudoù dec'hmeget ha lakaet da wir, real stadet e meur a vredanaez (neurozioù, psikozioù, labanded, envedi) ; aozerion 'zo a laka kemm etre daou stumm imbroudell(añ) : an eil, na ve ket kleñvedel dre ret (Gl. fabulation). 2 Egile kleñvedel, ambreek (Gl. confabulation) (sl. mythomanie, simulation).
1 Gantañ doare an ambren, sk. : mennozioù ambreek. 2 Oc'h ambren. 3 Gouziviad oc'h ambren. 4 A-zave d'an ambren, sk. : gouvid ambreel.
Mennoz faos goustennet gant ur c'hantaezañ angerzhek andistrec'h a skoilh ouzh an dasselliñ, an dezvarn hag an dereizhañ ; e zespizañ a reer evel erzerc'had an dezeverezh antraek (Gl. pensée déréistique) (sl. délire).
Dindan an termen-se e voder : ar gaouad ambren lemm ; psikozioù ambreek an dianwilioud ; ar resmiadoù ambren e deroù ur psikoz henek (skizofreniezh).