Preder
angle alphaalpha anglekorn g. alfa, korn a ― Geriadur ar vezekniezh

1 (Kalon) korn luniet e-barzh tric'horn Einthoven gant an tredanahel keitat eus QRS hag an diazremm. 2 (Lagad) korn luniet gant luc'hahel al lagad (ahel mentoniel na zegouezh ket gant ar rioul greiz) hag ar gwelahel (regenn pennet er poent steudañ hag er rioul greiz).

rythme alphaalpha rythmkorvez b. alfa ― Geriadur ar vezekniezh

Korvez gwagennoù an empennvarrwezad reol evit an oadour dihun, er paouez skiantennel ha serr e zaoulagad. An talm anezho zo etre 8 ha 13 dre eilenn, muiek e rannbarzh kitern-kilpenn an empenn.