Alkaloz diwar goll reñverek ar CO₂ dileizhet er plasma da heul an uswentañ logigel o tec'han muiadur ar pH ha leiadur ar bikarbonatoù.
Skinluniñ ur c'henvell bet ensinklet ennañ un aezhenn.
Steviadur gwazhied gant klogor (aer peurliesañ) ebarzhet dre zarvoud e-kerz un daraez pe ur gwezh yac'hadel (surjianerezh, trefennadenn, ensinkladenn er wazhienn) (sl. aéroembolisme, caissons : maladie des ∼ ).
Kavennoù aezhel, unel pe liesel, bezant en un pe lies tolbezenn skevent ; deskrivañ a reer ar k. ganedigel, dibaot (k. rizhellviweel, Gl. k. dysembryo-plasiques) ; ar k. arzeuat (gloevennoù emfizem, aezhvozhelloù, kleuzennoù e dilerc'h ur pugnez pe ur vougev dorzhellek) (sl. bulle pulmonaire, dysembryoplasie, pneumatocèle).