Trevnad reolennoù kenaozañ ur reizhiad stlennegel, ur rouedad urzhiataerioù, ur stlennvon. Lies rizh adeiladezhioù a ziforc'her hervez mod frammañ ar parzhioù hag an ereoù etrezo
Sl. [dindan]
Rizh adeiladezh ma vez holl barzhioù an urzhiataer (unvez ditouriñ, unvez keweriañ, memor, unvez reoliñ an trobarzhelloù) oc'h eskemmañ roadennoù kenetrezo diwar-bouez ur bus hepken.
Rizh adeiladezh bras a-walc'h enni ar gourleizhañ a-fet unvezioù evit ma talc'hfe da arc'hwelañ reizh goude bezañ chanet unvezioù 'zo.
Sl. [ordinateur à tolérance aux pannes]
Adeiladezh o c'hoarvezout eus ur rouedad kelligoù etrekennasket anvet neuron, pe neuron furmel, pep neuronenn o tilaoskiñ un ec'hankad gwerc'hek pa sav sammad he enankadoù dreist ur gwehin. Gwehinoù an neuron diseurt a vez desavelet dre zeskoni evit talañ ouzh ur gudenn lavaret. Arver ar rouedadoù neuron eo dreist-holl naouaerezh ar stummoù.
Mod adeiladezh ma vez ereet an elfennoù diseurt ouzh un organ kreiz o pourchas al loazioù ret da arc'hwelerezh ar reizhiad.
Trevnadur hollek un urzhiataer. Gant kemplezhded bras ouzh bras an urzhiataerioù e voe dilezet an termen luniadezh (Gl.Sz. structure) evit an hini adeiladezh, keverdal war un dro da frammadur ar periantoù hag ar meziantoù diazez. Evit an unvez kreiz, e tiforc'her keal an adeiladezh diavaez (spletad ditouroù ha roadennoù) o tidermenañ an ijinenn diouzh sell an arveriad, hag an adeiladezh diabarzh, o tidermenañ an istrevnadoù : busoù, memorioù, unvezioù arc'hwelel.
Mod adeiladezh ma vez lodennet an arc'hwelioù kefleuniet gant ar reizhiad etre ar c'hlomoù a ya d'ober ar rouedad.
Mod adeiladezh ma vez pep klom e kehent gant ar poent kreiz dre ur forzh hepken.
Mod adeiladezh ma vez un ditour oc'h arc'hañ a-stur an hevelep gwezhiadur d'un niver bras a gewerieroù peurheñvel o labourat war roadennoù disheñvel.
Rizh adeiladezh a-stur a-vras.
Mod adeiladezh ma vez lies forzh evit tremen eus ur c'hlom d'unan all.
Mod adeiladezh ma vez engwezhiet diaser un niver bras a gewerieroù da ziskoulmañ un hevelep kudenn.
Rizh adeiladezh unfroud ditour liesfroud roadennoù ma vez etrekennasket ar c'hewerieroù.
Mod adeiladezh ma labour a-stur lies kewerier peurheñvel.
Mod adeiladezh ma vez labouret war vernioù da zewerzhañ riñvennoù niveroniel.
Mod adeiladezh ma vez keweriet ergorennoù klok er vemor.
Mod adeiladezh ma labour a-stur un niver bras a gewerieroù.
Mod adeiladezh ma vez reolet an diver eus ul liesfroud roadennoù gant un unfroud ditouroù e-barzh ur c'hewerier unel.
Mod adeiladezh a rizh ogedel pe a-wezenn ma tegouezh a-varead gant pep kellig ul lod stlenn digant ar c'helligoù amezek.