Anvad rumm un teskad molekul a zo enno un digorvell hir hidrokarbonek, peurvec'h pe amvec'h, hag ur stroll karboksilek dibenn, lec'h d'ar soaz trenkenn ; bevenaozet e vezont evit lod gant ar bevedeg ; ar re nad eo ket ar bevedeg evit o enaozañ a reer anezho an trenkennoù druz bevret (Gl. acides gras essentiels, Sz. essential fatty acids).
E sell d'un imbourc'h skinluniñ, e lakaer ar gouziviad da euvriñ ur pred lipidek (3 melen vi, 3 loaiad voued dienn laezh fresk) war-benn lakaat ar gellenn vestl bet demeraet diagent da argrezañ ha da skarzhañ he endalc'had endra denner ur steudad skeudennoù.