1 (Keal hollek) koll an ingalded etre ar c'hedrannoù kevenep (nerzhoù, gwezherioù, h.a.) amplegat da badelezh un unvez (stad, trevnad, bevedeg, h.a.) (sl. équilibration, équilibre). 2 (Er Vevedouriezh) digempouez e par an arc'hwelioù, direizhadur eus an arwastadiñ (Gl. homéostasie), eleze eus an tued da zerc'hel ar gwastadennoù bevedel (Gl. constantes physiologiques) etre o hinoù reol.
Strafuilhoù diwar ezreolded ar c'henfeur etre elfennoù ar boued : ustroazh, gouliñv, istead kalon, skleroz talmerel a stader gant gouziviaded a zo bet o magadur pell amzer divastus ha digempouez (sl. équilibre nutritionnel).