Preder

Geriadur ar vezekniezh

onchocercoseoncocercosisonkokerkoz g.

Erialerezh gant ar filar Onchocerca volvulus, stadet paot en Afrika drovanel, e Kreizamerika, e Kolombia, e Venezuela, e Brazil hag e Yemen, naouus dre 1) yoc'hennoù bihan endan-groc'hen, enno filar oadour bloueet (onko-kerkomoù, Gl.  onchocercomes), sezet e par ar spernennoù klun, an trovalegoù, ar c'hestad, ar groazell, an daoulin hag a-wechoù ar c'hlopenn ; 2) ensiladur an derm gant un niver bras rizhelloù (mikrofilar), o tec'han erwezhioù foel strewek debronek kenan ha dispuilhadoù krugennoù (kravien filarel, sl.  gale filarienne) e par an izili, an dargreiz hag ar peñsoù, o tedreiñ etrezek al likenekaat hag an isteñv kroc'hen, an dilivegañ hag a-wechoù an elefantiaziz ; 3) alouberezh al lagad gant ar mikrofilar, erzerc'had grevusañ ar c'hleñved, o tevoudañ kornsaefo, koraelenvezfo ha tolgennluc'hsaefo, raklen d'ur bouc'hwel amheol, un enkaat kengreiz a 'r gwelvaez hag un dallentez argammedek ; a zen da zen e vez treuzkaset ar c'hleñved dre c'hwibu a 'r genad simulium, trezouger ar mikrofilar.

Kent War-lerc'h