Stroll hormonoù douhennet eus ar bolc'hennoù vierez ha dreist holl eus an dedaoladoù naturel evel an troazh, anezho : estron, estriol, estradiol, ekilenin, ekilin, 17-dihidroekilenin, estrandiol A ha B ; kevanaozañ a reer an estron hag an estradiol, hag ivez ur steudad korfoù kevarall ent kimiek, ganto avat perzhioù leteñvel ouzh re an estron (sl. follicule de De Graaf).