Anaez a stader e Norzh Afrika (J. Delon, 1950, Casablanca) en hañv hag en diskaramzer gant ar vagadelled nevezdizonet, naouus dre an darc'hoal, ur beradur a 'r fri, un treutadur muiek, heuliet gant ur gouliñv, an andrafted, anafoù kroc'hen hag un dedro marvus herrek ; hañvalout a ra bezañ un dianlenad d'an negez protid (sl. kwashiorkor).