Preder

Geriadur ar vezekniezh

1 ocytocine 2 ocytocine, oxytocineoxytocin1 okitokin g. 2 oksitokin g.

1 Hormon polipeptidek (nonapeptid) borc'het gant gronnoù lez-kambr hag us-gweled ar gouzerc'hvel ha kadavet en drekgougorfenn ; kentraouiñ a ra argrezadurioù ar grozh da geñver ar gwilioud ha kevaraezañ borc'herezh al laezh. 2 Nonapeptid korvellek kevanaozel, leteñvelluniad ouzh an hormon naturel, diounezet en amiegouriezh evit kentraouiñ argrezadurioù ar grozh.

NOTENN : Chom a ra da zivizout ha dalc'het e vo, evel e galleg, bep a dermen evit ar furmoù naturel ha kevanaozel pe, evel e saozneg, eeunaet an deanvadur ha lakaet an un termen, Br.  oksitokin, war an div furm, naturel ha kevanaozel.

Kent War-lerc'h