1 Serriñ un igorenn c'hanedigel pe darvoudel (stavn askornek) dre araez un ardivink (dlider, Gl. obturateur). 2 B. un dant, leuniañ kavenn un dant bruket gant un danvezenn amkanet d'he stankañ ha da zaskoriñ e galeted d'an dant (sl. ciment dentaire). 3 Klozadur reol un igorenn d'ur poent eus an diorreadur, sk. : serriñ a ra ar san dalmerel da vare ar c'hanedigezh (sl. canal artériel), pe lankad e ratreidigezh ur gloazad, sk. : stankañ ar boulc'h er gwazhied (sl. caillot : rétraction du ∼ ). 4 S. ar pervez, stouvadur ar pervez gant ur c'horf estren euvret pe ebarzhet dre ar youlc'h.
NOTENN : Da ouzhpennañ eo an termen korfadurel toull steviet, TA foramen obturatum, Gl. (kent PNA : Gl. trou obturateur) (sl. foramen obturé).