1 (Gramadeg, Prederouriezh) pezh a zo troet outañ un ober, sk. : klokaenn amkan, amkan un imbourc'h. 2 (Prederouriezh) pezh a vez merzhet, derc'hennet, dezevet a-gevenep d'an ober merzhout, derc'hennañ, dezevout. 3 (Bredelfennerezh) pezh a glask al luzad diraez drezañ e bal, sk. : ergerc'henn ar garantez, Gl. l'objet de l'amour.
NOTENN : Ur geriadur a 'r vezekniezh a rank tremen gant un alberz eus ster an termenoù deveret diwar Gl. objet. Hiroc'h a vo kavet e levrennoù ar steudad Lavar evit ar Brederouriezh, e GBLF §§ 823-828 evit ar Bredelfennerezh, e GRAMV evit ar C'hramadeg.