Borrder a stader, alies en desped d'ur reol voued strizh, gant merc'hed yaouank 'zo, muiek war ar c'hof, an divlez hag an divvorzhed, kevret gant strafuilhoù miziaouel : da bep prantad rakviziaouel e vuia ar borrder ; kiriek dezhañ e ve un direizhad eus ar c'hreizennoù gougorfenn-derc'hvel ; dre ziounit progesteron, hormonoù gourevel, douhennadoù skoedennel hag erskrivañ un hanren sec'h e tiraezer ur gwelladur argrenn (sl. Mach : syndrome de ∼, obésité d'eau et de sel, obésité d'eau et de sel).