Gant ar merc'hed, c'hoant revel grizias, mac'hennek ha kendalc'hek (sl. aphrodisie, hypersexualité, satyriasis, La-07 88-90).
NOTENN : Dodenn arreadek er c'hedveno hag en arz (romanoù, filmoù), hennad eus ar vezekniezh henvoazel, ne zeu ket an aozerion gempred a-benn da savelañ an darvar evel anaez, ha pa ve dre verkañ ar vevenn etrezañ hag ar reolded pe, seul gent a se, dre zigej e arbennelezh. Test d'o amzivin eo liested an anvadoù lakaet warnañ en holl yezhoù (sk. : Sz. hysteromania, metromania, andromania, gynecomania, clitoromania, furor uterinus, lascivia, uteromania). An termenoù brezhonek a ginnigan a denn o danvez, an eil eus ar stirann dar a gaver e Br. dirik (sl. ivez ar melladoù anoestrus hag oestrus er geriadur-mañ) hag eus al lostrann - var o taveiñ d'an anaezioù mac'hennel (sl. dipsomanie), egile eus an termen bliz er ster bredelfennadel.