Stad kantaezel poanius diwar eñvor un tremened bozius, ar c'heuz d'ur vuhez eürus en ur vro, an diouer eus un den pe eus tud karet emeur pellaet diouto ; derezioù hag arvezioù ez eus d'an hiraezh, adalek melkoni romantel ar marvnadoù betek an erwezhioù kleñvedel, ar gouvid, an ambren, an emlazh ; deskrivet eo bet kleñved ar gêr (Sz. homesickness) gant ar soudarded, psikoz an orjal dreinek (Gl. psychose des barbelés) gant ar brizonidi vrezel.