1 (Diskiblezhioù deskrivañ) “reol” a lavarer ez eo ar werzhad aliesañ stadet eus un argemmenn ; en Hinouriezh, da skouer e klever peurliesañ komz eus gwrezverkoù “reol” evit ar c'houlzad-mañ koulzad, pa na c'hell bezañ anv nemet eus gwrezverkoù “keitat”. 2 (Mezekniezh) kemplezh eo despizañ keal ar reol arveret er Vezekniezh, soliet m'emañ, dre ur c'herzhed nad eo ket skiantel, war ar c'hoaliñ a reer pa zoder ergraf ar yec'hed (koaliñ a gaver dec'heriet gant Br. bonan, dezneuziet diwar hBr. bonen "yac'h, bagol", arveret evel heñvelster da reol) ; war dachenn ar Vezekniezh, notomp roll ar c'heitat evit heñchañ etrezek ar reol, met ent veizadel ne oufe ar reol bezañ direet d'ar c'heitat (sl. équilibration, homéostasie).