Katekolamin enaozet diwar an dopamin, borc'het dreist holl gant kelligoù simpatek ar c'hangrennoù lezlivenn ; kevarall eo d'an adrenalin dre ezvezañs ur stroll metil war an atomenn nitrogen ; hanterad kimiek o fraouaat ar buzerioù adrenwerc'her α, e sav e wered gwazhiedfrankaat hag uswaskañ dreist da hini an adrenalin ; ent reol emañ etre 4 ha 5 mg/l ar gwadvec'h ha dindan 100 mg (590 nm)/24 h an troazhvorc'h anezhañ ; diounezet e vez an n. kleizc'hwelus evit prederiañ ar c'hoempadoù.