A-zave d'an derc'hañ, d'ar meizañ, d'ar poellata, a-gevenep d'ar pezh a denn d'an anglevout (kantaezel, Gl. affectif) ha d'an ober (oberel, Gl. actif).
NOTENN : Arzaeladus eo an dibab graet gant ar vredoniourion eus noétique, noetic, termen intentet hiziv gant ar ster a zebarzhas dezhañ Husserl ; aozerion all o deus dec'heriet ar c'heal ambredet dre Gl. intellectuel, adanv bec'hiet warnañ meur a wiskad kemeradurioù endeo ; Freud a voazie kevenebiñ Al. vorstellung- (Br. derc'had) ouzh Al. affekt- (Br. kantaez-) ; un diskoulm brezhonek all, anezhañ kantouez- a-gevenep da kantaez-, 'm eus lezet agostez en askont da arverioù prederouriel stank ar bennrann-se ; Br. ernaoudel, en eneb, bet luniet a-zevri evel keveneb da kantaezel ha da oberel, 'm eus kavet gwell (sl. La10 439).