Elfenn gimiek (arouez Ni, niverenn atom 28, niver tolz 58), metal amoksidadus danvezet e-barzh lies kendeuzad evit kenderc'hañ diroù anoskidadus (dafar surjianerezh, lestroù kegin) pe evel gwiskad (nikelerezh) ; bezant emañ er bevedeg e rezh nemeurelfenn ereet ouzh an RNA, an nikelwadvec'h reol o vezañ bihanoc'h eget 85 nmol/l (< 5 mg/l) ; gougemeret e vez 0,4 mg/deiz nikel euvret ; da heul an ardizh micherel reñverek ouzh an nikel e stader kankroù ar forzhioù analañ ha tolc'hadur ar reizhiad oksidañ enzimatek ; notañ a reer ivez gant kroc'henoù 'zo erwezhioù dreistkizidigezh ouzh ar binvioù nikelet.