Yoc'henn amparet gant gwiennoù nervel reol pe reoloc'h, mielinet pe get, ganedigel lakaet er-maez div nemedenn arzeuat : a) an n. dianambid (Gl. n. d'amputation), kleizenn baoterus ha laurus evodet diwar eizhaenn nezek un nervenn bet skejet da geñver ambidadur un ezel (sl. neurogliome) ; b) an n. plezhennek (Gl. n. plexiforme), tolzad nervwiennoù darallet, usventek e lec'hioù 'zo, e rezh ur yoc'henn groc'hen a vent vras, heñvel ouzh ur molluskom, diouti dre an teuta santadur ur pakad kerdinigoù kalet, a stader e kleñved Recklinghausen e par ar malvennoù hag an nervennoù a-werzhid hag a-helmo.