Nervost o sezañ e tiriad an nervenn drigevell pe unan eus he barroù ; diforc'hiñ a reer : 1) an n. hennadek (Gl. n. essentielle) pe kleñved Trousseau, spanaus, o tedreiñ dre varradoù trumm, grizias, un nebeut eilennoù pad, peurliesañ delanket gant ur gentrigadenn, etrezo prantadoù kalm chok, 2) n. azoniek, diseurt o arbennoù hag o arvez klinikel (sl. algie craniofaciale, algie vasculaire de la face, tic douloureux de la face).