Preder

Geriadur ar vezekniezh

neurotonie, dystonie neurovégétativeneurotonia, neurovegetative disorders“neurotoniezh” b., dizurzhioù l. (b.) nervstruzhel, mieniñv g.

Bodad ledan ha dispis strafuilhoù anglevet gant ar gouziviad kentoc'h eget stadet gant ar mezeg : fromidigezh, kizidigezh kantaezel, noa silwink, argemmusted tead ar galon hag an anal, desellet ken evel doareoù a 'n neuzid, ken evel digempouezioù broudadusted etre an nervreizhiadoù simpatek ha parasimpatek ; gant mezeion 'zo e vez arveret Gl.  neurotonie, dystonie, h.a. c'hoazh en o darempredoù gant an arvalion.

NOTENN : Kinnig a ran derc'hel ar gedrann -tant- evit aroueziñ an tennder kaherel nemetken hag he dilezel pa reer anv eus “broudadusted an nervreizhiadoù simpatek ha parasimpatek” — dav enta adskrivañ melladoù eus ar Geriadur-mañ, ar re titlet amphotonie, dystonie 2 da skouer, en ur erlec'hiañ broudadusted (pe -broud hepken) ouzh -tant- er c'hevatalioù brezhonek.

Kent War-lerc'h