Tizhadur nervel o tarvezout e-kerz un amiloidoz hollek kentael, erzerc'h dre strafuilhoù santout-loc'hañ e rezh liesnervennfo an izili traoñ hag, a-wechoù, an izili krec'h, gant darallad an eraeziñ endonel, kevret gant erzerc'hadoù koazhadel ha troazhganadel muiek ; lies furm n. a. a zeskriver : familhel, aotozomek trec'hek an treuzkas anezho, a stader : rizh I, er Portugal (kleñved Corino Andrade), o teraouiñ d'an oad etre 20 ha 30 vloaz, o tedreiñ d'ar fallezh ha d'ar marv dindan 2 pe 3 bloaz ; rizh II, er Stadoù-Unanet (kleñved Rukavina er Maryland, Mahloudji en Indiana) ; rizh III, ditouret en Iowa ; rizh IV, e Suomi hag e Japan ; erfin ur furm skignek, dibaot, o teraouiñ etre 50 ha 60 vloaz, o tedreiñ etrezek ar marv a-benn 7 da 10 vloaz (sl. amyloïde : substance ∼, amyloïdose, amyloïdose).