Preder

Geriadur ar vezekniezh

neuroleptiqueneuroleptic1 nervisreüs aa., neuroleptek aa. 2 nervisreer g. -ioù, neurolepteg g. -eier

1 O c'hevennañ ar vroudedigezh nervgaherel. 2 Rumm liaoù arveret er vredvezekniezh abaoe 1950 evit prederiañ an erzerc'hadoù bredanaezel (usniñv, ambrenoù, trezerc'hioù) ; dedreiñ a reas ar rummadur anezho bep ma tizoloed nervisreerioù nevez : graet e voe un dasparzh kentañ etre n. hezus (Gl.  n. sédatifs), direüs d'ar c'hefroù ha d'an argadusted, ha n. askus (Gl.  n. incisifs) pe eneppsikozek diounezet ouzh ar psikozioù lemm pe henek ; an donedigezh e 1970 eus nervisreerioù lavaret a eil remziad a roas tro d'ur rannadur nevez etre n. klasel pe rizhek ha n. anrizhek ergemennet evit ar furmoù psikoz (skizofreniezh pergen) diefedus outo an n. a gentañ remziad ; ent vevoniel e wered an n. war an treuzkas sinapsel, an n. klasel o tolc'hañ buzerioù an dopamin, an n. anrizhek o werediñ war buzerioù ar serotonin ; ent klinikel, ouzhpenn o gwerc'husted ouzh ar bredanaezioù (o renkañ a reer dindan an anvad rumm bredwezher, Gl.  psychotrope) o devez an n. gweredoù hezonius (Gl.  ataractique), huneiat, eneppaz, enepc'hwelus, enebenkrez ; ar miweredoù pennañ ganto eo ar bredistead, ar barkinsonegezh hag ar mifiñvoù ampellat ; da notañ ivez an darvoud grevus ez eo azoniad yud an nervisreerioù (sl.  ataraxie, bradypsychie, dyskinésie tardive, (-)leptique, neuroleptiques : syndrome malin des , parkinsonisme, psychotrope, parkinsonisme, psychotrope).

Kent War-lerc'h