Termen degaset e 1880 gant ar mezeg amerikan George Beard evit aroueziñ un daolenn glinikel ma soure “an asikted korf a orin nervel” ; aet e kerz aozerion all war lerc'h (Freud en o zouez), gwisket warnañ talvoudegezhioù dispis ouzh dispis betek repuiñ er yezh voutin e-kichen termenoù all evel limfategezh, psikasteniezh, h.a. (sl. lymphatisme, psychasthénie).