Nervennoù o nodiñ eus ar mel penn (sl. encéphale) e ser daoudañvoù kemparzhek ha kavlec'hiet dre sifrennoù roman : I n. ar c'hwesha (TA nervi olfactorii), II n. ar gweled (TA n. opticus), III n. lagadloc'hañ (TA n. oculomotorius), IV n. a-boleenn (TA n. trochlearis), V n. drigevell (TA n. trigeminus), VI n. bellaat (TA n. abducens), VII n. an dremm (TA n. facialis), VIIbis n. etreat (TA n. intermedius), VIII n. rakkambr-melc'houedenn (TA n. vestibulocochlearis), IX n. deod-gargadenn (TA n. glossopharyngeus), X n. dispis (TA n. vagus), XI adnervenn (TA nervus accessorius), XII n. c'houdeodel (TA n. hypoglossus).
NOTENN : A-raok degemer an destladur etrevroadel PNA embannet e 1956 e voazie an aozerion c'hallek anvadoù all evit nervennoù a-glopenn 'zo : III n. moteur oculaire commun, IV n. pathétique, VI n. moteur oculaire externe, VIIbis n. intermédiaire de Wrisberg, VIII n. acoustique, X n. pneumogastrique, XI n. spinal, XII n. grand hypoglosse. An destladur talvoudek hiziv, an Termina Anatomica (TA), bet gourbonnet e 1997, ne zegas kemm ebet en anvadoù PNA an nervennoù a-glopenn. En daou embannadur eus Geriadur ar Gorfadurezh (Preder 1960 ha 1999), mard edo diazezet an anvadoù brezhonek war an destladur PNA, e kaved a-dal dezho an termenoù gallek a-gent pa chome neuze ar re-mañ en arver gant an darn vuiañ eus ar vezeion.