Funell granennek azgwenn ouzh he ober hordenn an aksonoù o vont eus ur greizenn nervel d'un organ ; diforc'hiñ a reer, diouzh un tu hervez o lec'hiadur, an n. a-glopenn (sl. nerfs crâniens) nodet eus ar mel penn (sl. encéphale) hag an n. a-livenn (Gl. nerfs rachidiens pe spinaux) nodet eus an hirvel hag ar mel a-livenn, diouzh an tu all, hervez o arc'hwel, an n. santout (Gl. n. sensitifs), an n. loc'hañ (Gl. nerfs moteurs), n. ar c'hemoned (Gl. n. de la vie de relation), n. ar struzhelezh (Gl. n. de la vie végétative).