Preder

Geriadur ar vezekniezh

néphrite interstitielle, néphropathie interstitielleinterstitial nephritislounezhad b. entremezel

Lounezhad ma vez an anafoù o sezañ en esaou etre ar pibelloù hag etre ar remañ hag ar bloueigoù ; poreel peurliesañ (ul lestrlounezhfo eo neuze) pe pistriel (diwar fenaketin, enepfoeier ansteroidel, bevastalerioù 'zo) ; dibaotoc'h, e teu da rouestlañ ur steviadur a 'r forzhioù degorzhañ hep poreadur, an diabet, an urloù, ar gwadusvec'h kalkiom, h.a. ; naouus hepken e-pad pell dre vezañs proteinoù ha leukokit niverus en troazh, e tedro gorrek etrezek ar skorted lounezh gant gwadusvec'h urea, a-wechoù akidoz gant kolesterolwadusvec'h hag uswask talmerel ; da notañ degouezhioù eus ul l. e. henek a-gentizh, pe lounezhad entremezel naouezennus Bell (Gl.  néphrite interstitielle exsudative de Bell).

Kent War-lerc'h