1 Strafuilh en damant en deus ar gouziviad ouzh un hanterenn eus e gorf, ageñver gant anafoù empenn, en azoniadoù derc'hvelel ha pluskennel : ledkorfandenaoud (Gl. hémiasomatognosie, sl. asomatognosie), nammaneroug (sl. anosodiaphorie). 2 E 2005 ez eus bet deskrivet ur furm dibarek a andeur a-geñver gant al ledseizi kleiz, e dalc'h an empenn dehou enta : azoniad an ledandeur egorel (Gl. négligence spatiale unilatérale pe héminégligence) ma chom ar gouziviad dic'houzvez ha diseblant ouzh tu kleiz e gorf hag, ouzhpenn se, ouzh an dud hag an traoù loet en tu kleiz dezhañ (sl. La18 107-108).