1 Termen hollek oc'h erdalañ un teskad ersavioù boutin etrezo an herzel ouzh ar gougorzhañ : furmoù herzel gouzañvat pe oberiat, diarvenn pe diarzoug, gougorzhañ diavaez pe diabarzh, kedvuhezel pe eriunellel ; skouerioù a herzel gouzañvat (Gl. résistance passive) eo an nac'h erounit an urzhioù roet pe respont d'an atersoù, ar menel anniñvek er plegennoù ; ur skouer a herzel oberiat (Gl. résistance active) ouzh an defiñval gouzañvat eo argrezañ ar c'higennoù gourzhaler o vont betek ar fiñval a-c'hin ; skouerioù a nac'hadegezh argeladel (Gl. négativisme idéomoteur) eo tec'hout pa vezer galvet, gourvez ouzh an urzh sevel ; skouerioù a herzel ouzh ur gougorzhañ diabarzh eo an nac'h debriñ, an azdalc'h troazh — sellet e degouezhioù 'zo hepken evel furmoù nac'hadegezh ; lodek e c'hell bezañ an nac'hadegezh e taolenn glinikel al labanded, ar gaouvar hag ar fincherezh, ar mania hag ar velankoliezh ha dreist holl ar gatatoniezh. 2 Perzh neuzidel o c'houstennañ an tued d'an emzalc'hioù nac'hañ (sl. catatonie).