Preder

Geriadur ar vezekniezh

narcotinien ou psilocybien : syndrome ∼ ◊ ◊ azoniad psilokibel aa.

Teskad ar strafuilhoù kentrat diwar euvriñ foue eus ar genadoù Psilocybes, Panaelolus, Pholiotina, Stropharia, enno ar psilokibin, bader o werediñ war buzerioù ar serotonin, 1) azoniad kreud- ha bredanaezel o tarvezout alies goude ar gemeradenn gentañ : heugennoù, c'hweladoù, klopennadoù, trolern, mabusvoll, gourboz, uc'heraez gweled, kleved ha stekiñ, glizi, ezaouiñ egoramzerel, trezerc'hadoù ; 2) a-wechoù, e-lec'h ar souzadur, e stader un azoniad goudetrezerc'hadel dreistpadus (Gl.  syndrome post-hallucinatoire persistant), ouzh e ober arurioù, gwaskadoù enkrez, arluzegezh, skouladoù gouvid, kaouadoù ambren lemm o rekizañ ur prederiañ bredvezegel ; ekeñver lezenn e Frañs, ez eo kospadus ar c'herzañ foue trezerc'heiat (diferad an 22 C'hwevrer 1990).

Kent War-lerc'h