Termen bredelfennadel o tec'heriañ bodadoù kealioù deveret diouzh an despizadur savet gant Freud e 1910 : “karantez ouzh ar skeudenn an unan” ; e dibenn e remzad e kevenebe un narkisegezh kentael, anergerc'hennek (Gl. anobjectal), ma annod ar bugel e libido a-bezh ennañ e unan, hag un narkisegezh eilvedel, ma tistro al libido annodet en ergerc'henn etrezek ar me, bet furmet dre an hevebebiñ ouzh an ergerc'henn ; korvoet e voe an devoud-mañ diwezhañ gant Lacan pa savelas ergraf pazenn an drec'h (Gl. stade du miroir) : kentoc'h eget a hevelebiñ narkisek, e ra anv eus hevelebiñ ouzh skeudenn e getpar a ve ar c'hentañ kammed eus furmidigezh ar me evit ar maban (sl. libido, objectal, GBLF §§ 785, 786, 1254).